Canalblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Publicité
Kanerion Naoned
Pages
Derniers commentaires
18 octobre 2015

Iliz ma farrouz

SALUD DEOC’H ILIZ VA FARROUZ 


Salud deoc’h Iliz va farrouz
Salud Iliz va zadou koz
Ma c’halon a zeu da dommañ

Iliz santel pa ho kwelañ  


Ma c’halon a zeu da dommañ
Ha ma daoulagad da ouelañ
P’ho kwelan Iliz venniget
Rak ennoc’h oun bet badezet.

Salud d’an tour ‘ zo war e benn
Kroaz hon Salver , sin ar c’hristen
‘ zo en e greiz o seniñ kleier
War bep ton hag e pep amzer. 

Din-me, devez ma badeziant
Kleier sakr, c’houi ‘ sone drant:
Ha pa zeuio devez ma maro 
C’houi din truezus a sono.

En amzer goz, ma c'hendadou
A leze ti ha labouriou,
Bep sul, bep gouel, evit diskuiz
Gant Jezuz aman en iliz.

Nag a wech ma mamm daoulinet, 
En iliz-man he deus pedet,
Pedet evit he bugale,
Skuilhet daerou war ar pave(z).

Aman ez oun bet divec'hiet
Gant ar beleg diouz ar pec'hed ;
Ouz an daol santel pebez joa !
'vidoun e deiz ma fask kenta.

Gwelout a ran tron ar Werc'hez.
Mamm hon ene, hon Rouanez ;
O, Mari c'houi oar, a-viskoaz,
'm eus bet 'vidoc'h Karantez vras.

Me wel, ivez, skeudenn ar sent,
A ro d'imp harp a-hed an hent ;
En ho zouez me wel hon Patron :
N'ankounain Het [sic, lenn: ket] e bardon !

N'em eus ket kavet e lec'h all,
Nag en Arvor, nag e Bro-C'hall,
D'am daoulagad ken dudius,
D'am c'halon ken karantezus !

Chom a rin betek ma maro,
Tost d'am iliz e-kreiz ma Bro :
Me fell d'in beza douaret, 
Gant ma zud-koz en hon bered !

Deiz ar Varn, gant Doue galvet,
E savimp eus hon bez sklaset,
Da vont eus iliz ar barroz
'Trezek iliz ar Baradoz.

Publicité
Commentaires
Kanerion Naoned
  • Ur strollad kanañ evit deskiñ ha kanañ kantikoù Breizh. Un emgav divyezhek ur wech bep miz. Une chorale pour apprendre et chanter des cantiques de Bretagne Les rencontres, bilingues, chaque mois.
  • Accueil du blog
  • Créer un blog avec CanalBlog
Publicité
Newsletter
Publicité