Canalblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Publicité
Kanerion Naoned
Pages
Derniers commentaires
18 octobre 2015

Pegen kaer

Pegen kaer

 

Pegen kaer ez eo Mamm Jezuz

Pegen dous ha trugarezus

Pegen mat ha madelezhus

 

1 Lavar din-me, den an Arvor

Ha ken kaer eo da vag war vor

Gant he gouelioù gwenn-kann digor?

 

2 Lavar din-me, den an Argoad

Ha ken kaer delioù glas ar c'hoad

Pa zeu ur bann-heol d'o sklaeraat ?

 

3 Lavar din-me, den an Are

Ha ken kaer eo lein ar menez

Gwenn-kann gant an erc'h d'ar beure ?

 

4 Lavar din-me, paotr an deñved

Hag-eñ 'z eus steredenn ebet

Ken kaer en noz steredennet ?

 

5 Lavarit din, tud ar maezioù

Ha ken kaer eo ar glazennoù

O lintrañ gant ar glizhennoù ?

 

6 Lavarit din, bugaligoù,

Er pajoù o kutuilh bleunioù

Ha bleun ken kaer zo er prajoù ?

 

7 Nag en Arvor, nag en Argoad,

Er menez, en oabl nag er prad

Netra ken kaer, netra ken mat ! 

 

Sur le même air que "Enor ha gloar"

Publicité
Commentaires
Kanerion Naoned
  • Ur strollad kanañ evit deskiñ ha kanañ kantikoù Breizh. Un emgav divyezhek ur wech bep miz. Une chorale pour apprendre et chanter des cantiques de Bretagne Les rencontres, bilingues, chaque mois.
  • Accueil du blog
  • Créer un blog avec CanalBlog
Publicité
Newsletter
Publicité