Pedenn d’er Spered Santél

 

Hep ho sekour, n'hon eus kén gred,

Nameit de glask en traoù krouéet ;

Dré ho furnéh, reit deomp, men Doué,

Hoantat en traoù a-ziàrlué

 

D/ Spered Santél, o gwir sklærdér

Ho pet trué doh hor mizér ;

Dichennet én hor haloneù,

Reit deomp holl ho tonézoneù.

 

Hep ho sekour, più e gomprenn,

Él ma vehé ret, ho lézenn ?

Reit deomp sklærdér aveit déskein

Er péh e zeliamp kredein.

 

Reit deomp furnéh, reit deomp sklærdér

Aviz ha nerh é pep dobér ;

Lakait skiant ha devosion,

Ha doujañs Doué én hor halon.