Canalblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Publicité
Kanerion Naoned
Pages
Derniers commentaires
18 octobre 2015

Pasion hon zalver

Pasion hon zalver

  1. O soñjal en hon fec’hejoù,

Jezuz er jardin stouet,

A c’hwez ar gwad, a skuilh daeroù,

E galon a zo rannet !

 

O Jezuz, dre ho soufransoù,

Ho pezet ouzimp truez,

Ha skuilhet en hon eneoù

Gwir c’hlac’har ha karantez.

 

  • O krediñ distan ar c’holer,
    Pilat a c’halv sourdarded,
    Ha gante, stag ouzh ar voger,
    Jezuz a zo skourjeet.

 

  • War e benn, dre fars e lakont,
    Barroù spern da gurunenn,
    Ha dirakan e taoulinont,
    O c’hoarzin eus e anken.

 

  • Pilat a ziskouez er stad-se
    Jezuz d’ar bobl kounnaret ;
    “Barnet-añ, hastet, emeze,
    “Ne c’houlomp ken hen gwelet !”

 

  • Jezuz e Groaz war e zivskoaz,
    A gerzh trezek ar C’halvar ;
    Dinerzh eo, ha kouezhañ a ra
    Betek teir gwec’h d’an douar.

 

  • Ouzh ar Groaz neuze hen stager,
    Tachoù hir en e vemproù ;
    A bep tu dezhañ zo daou laer
    Brudet dre o zorfejoù.

 

  • Da deir eur ne chom ken eno,
    Nemet ur c’horf disec’het :
    Salver ar bed a zo maro,,
    Gant e vugale skoet !

 

Publicité
Commentaires
Kanerion Naoned
  • Ur strollad kanañ evit deskiñ ha kanañ kantikoù Breizh. Un emgav divyezhek ur wech bep miz. Une chorale pour apprendre et chanter des cantiques de Bretagne Les rencontres, bilingues, chaque mois.
  • Accueil du blog
  • Créer un blog avec CanalBlog
Publicité
Newsletter
Publicité