Ar purgator

 

Allas ! ne c'houfe den kompren 

Pegen estlamm eo hon anken 

Hor pinijenn a zo kalet 

En an' Doue, hor sikouret ! 

 

Breudeur, kerent ha mignoned 


En an' Doue, hor selaouet ! 


En an' Doue, hor sikouret ! 

 

Soñjit en ho tad, en ho mamm, 

Er purkator e kreiz ar flamm 

Va mab, va merc'h, ah ! selaouet 

En an' Doue, hor sikouret ! 

 

Ni n'hellomp dre hor pedennoù 

Distan na berraat hor poanioù 

Doue ouzhomp ne selaou ket, 

En an' Doue, hor sikouret ! 

 

Da gountantiñ justis Doue, 

Evidomp ah ! pedit bemdez, 

Dre aluzenn, mar hor c'haret, 

En an' Doue, hor sikouret!