Canalblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Publicité
Kanerion Naoned
Pages
Derniers commentaires
18 octobre 2015

Anjelus, amzer ordinal hag amzer Pask - temps ordinaire et temps pascal

 

An Añjelus

Ni ho salud gant karantez

Rouanez ar sent hag an aelez,

C’hwi a zo benniget, O pia !

Hag a c’hrasoù karget, Ave Maria !

 

Ra vezo benniget Jezuz,

Ar frouezh eus ho korf evurus

Kanomp gant an aelez, O pia !

E veuleudi bemdez, Ave Maria !

 

Ni ho ped, Maria, gwerc’hez c’hlan,

Pa vezimp war hon tremenvan,

Da c’houlenn ouzh Jezuz, O pia !

Deomp ur maro eurus, Ave Maria !

 

 

ANJELUS AN AMZER FASK

Angelus du temps de Pâques

 

Bezit laouen evit atav 

Rouanez bro an Neñvoù ! 

Lavarit buan kenavo 

D'an drubuilh ha d'an daeloù : 

Jezuz, ho mab, n'eo mui marv 

Kanomp e veuleudioù ! 

Alleluia, alleluia, alleluia, alleluia 

 

Alleluia ! Pebezh joa 

Deoc'h-c'hwi, Mamm a garantez 

Deomp-ni ivez, Alleluia ! 

Pebezh laouenidigezh 

E welet goude hor prenañ 

Adarre leun a vuhez ! 

Alleluia, alleluia,

alleluia, alleluia 

 

Ya, Gwerc'hez sakr, bezit joaus 

Rak Jezuz, ho mab karet, 

Zo savet bev hag eürus 

Evel m'en doa lavaret 

Grit, ni ho ped, Mamm druezus, 

Ma vimp gantañ selaouet 

Alleluia, alleluia, alleluia, alleluia 

 

O va Doue, dre ho Mab kêr, 

Da viken bev ha skedus 

Ho peus karget ar bed pec'her 

A levenez dudius 

Grit, dre Vari, e vamm dener, 

Ma'z aimp d'ar vuhez padus 

Alleluia, alleluia, alleluia, alleluia

Pour écouter, rendez-vous ici.

 

 

 

Publicité
Commentaires
Kanerion Naoned
  • Ur strollad kanañ evit deskiñ ha kanañ kantikoù Breizh. Un emgav divyezhek ur wech bep miz. Une chorale pour apprendre et chanter des cantiques de Bretagne Les rencontres, bilingues, chaque mois.
  • Accueil du blog
  • Créer un blog avec CanalBlog
Publicité
Newsletter
Publicité