Canalblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Publicité
Kanerion Naoned
Pages
Derniers commentaires
13 novembre 2014

Kantikoù Nedeleg - Cantiques de Noël

Pour preparer la fête de Noël, commençons à réviser les beaux cantiques de Noël :

Pe trouz war an douar

 

Pe trouz war an douar, pe gan a glevan-me ?

Na kaer eo ar mouezhioù a zeu eus lein an neñv ?

Aeled, lavarit deomp perak ho kanaouenn ?

Er bed petra nevez zo erru a laouen ?

 

Kanit ivez ganeomp, kanit, pobl an douar

Ni deu da lâret deoc'h un neventi hep par :

Ur Mabig benniget, Roue Jeruzalem,

A zo ganet 'vidoc'h e kêr a Vethleem

 

En un taol 'kreiz an noz eo ganet war ar maez

En ur c'hozh kraou disto, 'kreiz an dristidigezh,

"C'hwi her c'havo eno, dister etre daou loen

'Vit tommañ e vemproù n'en deus 'met o alan"

 

Eno e vo gwelet Mestr bras an holl er bed

War un dornadig plouz en un nev astennet

Eñ zeu da vezañ paour 'vit hor pinvidikaat

'Vit distag ho kalon diouzh ar bed evit mat

 

Erru eo an termen eus ar profesioù

O noz mil gwech eürus a dorr hol liammoù !

Kanit gloar hag enor da Jezuz, da Vari,

Deut eo Doue da zen, erru eo ar Mesi

 

 

Ni hoc'h ador, Mabig Jezuz

 

Ni hoc'h ador, Mabig Jezuz

Mabig dous ha karantezuz

Doue meurbet madelezuz

 

1 Mabig Jezuz, e-kreiz an noz,

C'hwi a zilez ar baradoz

Evit dont en hon touez fenoz

2 Mabig Jezuz, evit bepred

Va c'halon zo deoc'h gounezet

Ya ! troet 'm eus kein d'ar pec'hed

3 Mabig Jezuz, 'hed va buhez

Me a veulo ho madelezh

Ra varvin en ho karantez

 

 

Kreiz an noz ( Au milieu de la nuit )

 

    Kanomp,kanomp Nouel!(bis)

    Alleluia!Alleluia!

    Kanomp gloar da virviken!(bis)

 

1.-Kreiz an noz e-barr an neñvou,

    E tiskenn deomp ar helou,

    E bethleem, 'n ur c'hraou dister,

    Eo ganet Jezuz, hor Zalver!

 

2.-Kerzomp holl gand ar bastored,

    Da weled Jezuz ganet!

    Laromp Dezan or harantez,

    Bezomp dezan korf hag ene!

 

3.-Kanomp holl, kanomp a-gevred!,

    D'ar mabig muia karet!

    Mabig Jezuz, ni Ho karo,

    Ha da viken, ni Ho meulo !

 

 

Kanomp Nouel gand levenez ( Chantons Noël dans la joie )

 

 

Kanomp Nouel gand levenez

    Ra lugerno ar stered!

    Kanomp Nouel gand levenez

    Ganet eo Salver ar bed!

 

1.- Ur steredenn o lugerni!

    An neñvou o tregerni!

    Setu un ael oc'h embann kreñv

    Kelou meur a-berz an neñv!

 

2.-En noz teñval, pell diouzh an trouz

    E hanas war ur bern plouz

    Ur bugelig dister e stad,

    Paour meurbed, a galon vad!

 

3.-Kanomp hirio el levenez

    Burzud kaer 'berz ur Werc'hez!

    He deus laket ur mab er bed

    A vo trec'h d'an droug spered!

 

4.-Ni hoc'h ador, hirio, fenoz,

    Hag euz lein ho paradoz,

    Hon diwallit bemdez,bep noz,

    Taolit puilh gliz ho pennoz!

 

 

 

En attendant les paroles, vous pouvez déjà écouter cet autre beau cantique :

Elez ar baradoz a ganas Nouel

 

 

Kenavo !

Publicité
Commentaires
Kanerion Naoned
  • Ur strollad kanañ evit deskiñ ha kanañ kantikoù Breizh. Un emgav divyezhek ur wech bep miz. Une chorale pour apprendre et chanter des cantiques de Bretagne Les rencontres, bilingues, chaque mois.
  • Accueil du blog
  • Créer un blog avec CanalBlog
Publicité
Newsletter
Publicité