Canalblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Publicité
Kanerion Naoned
Pages
Derniers commentaires
27 octobre 2014

Da feiz hon tadoù kozh

 

 

Da feiz hon tadoù kozh, ni paotred Breizh-Izel, ni ‘zalc’ho mat atav ;

‘Vit feiz hon tadoù kozh, hag en-dro d’he banniel, ni holl en em stardo,

Feiz karet hon tadoù, morse ni n’ho nac’ho ; kentoc’h ni a varvo (Teir gwech)

 

  1. 1.     D’ar c’hrouadur bihan, e kichenig e gavell,

E lakait ur vamm vat, en deiz evel en noz.

Er boan hag en anken, hi a daol buan ur sell

War groaz santel Jezuz he soñj er baradoz.

 

  1. 2.     Dougennet ‘neus da boan, da Zoue madelezhuz,

Desket ‘neus dit an hent a gas d’ar wir vuhez,

Devet en eus en tan da druilhoù ken truezus,

Gant dour ar Vadeziant,’peus gwisket karantez.

 

  1. 3.     Aozet en eus ar pred, bara ha gwin e vuhez,

‘Vit terriñ dit da naon, bezañ ganit bepred ;

Rannet ‘neus e vadoù, evit skuilhañ levenez,

Digeriñ da galon ha mont war-zu ar bed.

 

  1. 4.     Un deiz ‘teuio ar peoc’h, pa deuzo er sklerijenn,

Teñvalijenn an noz, ha skorn ar vuhez gozh ;

Savet eo da Zalver, outañ e teu ‘n eienenn

A zach peb den d’an Tad, betek er baradoz.

Publicité
Commentaires
Kanerion Naoned
  • Ur strollad kanañ evit deskiñ ha kanañ kantikoù Breizh. Un emgav divyezhek ur wech bep miz. Une chorale pour apprendre et chanter des cantiques de Bretagne Les rencontres, bilingues, chaque mois.
  • Accueil du blog
  • Créer un blog avec CanalBlog
Publicité
Newsletter
Publicité