Canalblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Publicité
Kanerion Naoned
Pages
Derniers commentaires
27 octobre 2014

Enor ha gloar ! Honneur et gloire !

Enor ha gloar

Enor ha gloar, da virviken,

Da Jezus-Krist Doue ha den,

Roue ha Tad e groadurien.

 

Gwejal e vrec’h ol-c’halloudus

A hadas ar steret lintrus,

Tro-war-dro d’e dron peurbadus.

 

2. Hen a n-euz krouet an Elet,

Koantoc’h evit heol ha steret,

D’he zerviji ha cPhon miret.

 

3. Gant eur gomz hepken e lakas

An dour da vont kuit er mor braz

Dizec’h an douar a chomas.

 

4. War ar parkou noaz ha hudur

Kenkent e ledas ar glazur,

Bleuniou ’n e douez ha magadur.

 

5. An den ive zo gret gantan,

Kement hon euz a zo dezan,

Kouls er bed-al hag er bed-man...

 

6. En deiz ar varn hen a henjo

Hag a draillo vel ma karo

Heol ha steret, bev ha maro.

 

7. O pegen krenv dorn hon Roue !....

Krenvoc’h a gavan koulskoude,

Pa zonjan en e garante !

 

8. Disken en eur c’hraou evidomp,

Bevan paour ha zempl eveldomp,

Gant e vouez kelen ac’hanomp !

 

9. Mervel er groaz war ar C’halvar

Evit bugale ken digar

Stag o c’halon ouz an douar !

 

10. Chom noz ha de war an oter

Dindan spesou mud ha dister,

Aoun da spontan an den pec’her !

 

11. Ha warlerc’h eun neubet poaniou,

Skanveit dre gement a c’hrasou,

Digor d’imp c’hoaz dor an Envou !

 

12. Mari, e Vam hag hon Mam vad,

Deut genimp da drusarekat

Jezus hon Roue hag hon Tad.

Me ‘vo fidel deoc’h, Jezuz !

Publicité
Commentaires
Kanerion Naoned
  • Ur strollad kanañ evit deskiñ ha kanañ kantikoù Breizh. Un emgav divyezhek ur wech bep miz. Une chorale pour apprendre et chanter des cantiques de Bretagne Les rencontres, bilingues, chaque mois.
  • Accueil du blog
  • Créer un blog avec CanalBlog
Publicité
Newsletter
Publicité